Kristianstad

Kristianstad

Kristianstad (distaget [kriˈɧanːsta] e svedeg, skrivet gwechall Christianstad) zo ur gêr eus kreisteiz Sveden, e kontelezh Skåne. E 2010 e oa 35 711 a dud o chom enni.

Savet e voe Kristianstad e 1614 gant ar roue danat Christian IV, goude Brezel Kalmar. Anvet e voe ar gêr nevez "kêr Christian" en enor da roue Danmark. Savet e voe evit difenn proviñs danat Skania ouzh tagadennoù Svediz hag evel un arouez eus galloud ar roue.


Developed by StudentB